Horzh
Neuz

An horzh a zo ur seurt morzhol bras, dezhañ ur penn metalek ponner-kenañ, betek meur a gilogram a-wechoù. Implijet e vez er mañsonerezh evit terriñ mein pe diskar mogerioù. Ober a raer gant un horzh ivez evit sankañ gennoù e tammoù koad a-benn faoutañ anezhe.