Sivi



Plant-red, kar d'ar roz, eo ar sivi (Fragaria grandiflora, anvet ivez Fragaria ×ananassa). Un hibrid eo, krouet e Breizh er bloavezhioù 1750.
Gounezet e vezont evit o frouezh bouedek ha debradus.. "Falsfrouezh" eo ar sivi rak ar "greunennoù" pe ar "splus" a seblant bezañ war ar vouedenn ruz eo ar frouezh e gwirionez, ar vouedenn ruz hec'h-unan eo “bouedenn ar bleuñv”.
E Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 1534 ha 1541 e voe degaset bodoù-sivi Virginia (Fragaria virginiana) eus Kanada gant an ergerzher Jakez Karter[1].
Un hibrid eo Fragaria ×ananassa, krouet e Breizh er bloavezhioù 1750 o kroaziañ Fragaria virginiana eus reter Norzhamerika ha Fragaria chiloensis degaset eus Chile gant Amédée-François Frézier e 1714[2],[3]. Merket e voe an hibridadur nevez-se gant an agronomour gall Antoine Nicolas Duchesne, gounezet e Plougastell, Dirinonn ha Loperc'hed, e Bro Vrest.
E 1740 e veze gounezet sivi-garzh dija e Plougastell. Krog e voe da c'hounit ar sivi nevez-se anvet neuze « sivi Plougastell ». E Bro-Saoz eo e voe krouet meur a seurtad diwar an hibridadur-se, hag a voe gounezet en un doare industriel. Mestr e voe Bro-Saoz war ar marc'had europat e-pad pell, ha kevezerezh a voe etre Plougastell ha hi. Ur c'hard eus ar produadur sivi e Frañs a oa e Plougastell e deroù an XXvet kantved.
Brudet eo gounezerezh ar sivi e Bro-Naoned ha Plougastell hiziv an deiz.
Liverezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sivia e Plougastell
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (it) Perzhioù ar sivi
Pennad nes
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ L'aventure extraordinaire des plantes voyageuses gant Katia Astafieff, rakskrid gant Francis Hallé, Embannadurioù Dunod, Malakoff, 2018, 192 p. (ISBN 978-2-10-076485-3), Lenn enlinenn Rann 2 : "Le fruit dodu rapporté du Chili par un corsaire qui allait aux fraises".
- ↑ Les petits plats de l'histoire gant Jean Vitaux, PUF, 2012, 208 p., (ISBN 978-2-13-058774-3) (ISBN 2-13-058774-7).
- ↑ " Les Savoyards dans le Monde", diskouezadeg Mirva Arz hag Istor (Annecy miz Kerzu 1991-miz Gwengolo 1992, ha kraflevr embannet gant kuzul departamant Savoioa-Uhel.
