Mont d’an endalc’had

Franco Colapinto

Eus Wikipedia
Franco Colapinto
BroArc'hantina
Deiziadoù27 a viz mae 2003
Kevezadeg bed ar Formulenn 1
Niverenn 43
Bloavezhioù
o redek
Abaoe 2018
SkipailhoùImage Williams Racing (2024)
Image Alpine (2025)
Prizioù Bras12
Trec'hioù0
Plasoù pol0
Podiomoù0
Titloù-

Franco Alejandro Colapinto , ganet d'ar 27 a viz Mae 2003 e Pilar , zo ur blenier redadegoù arc'hantinat

Kampion Spagn 2019 e Formulenn 4 ha trec'h meur a redadeg en heuliad europat Le Mans, e 2023 eo aet da skol-veur Williams Racing Driver Academy.

D'ar 27 a viz Eost 2024 e kemeras plas Logan Sargeant e skipailh Williams F1 evit ar peurrest eus ar c'houlzad Formulenn 1. E penn-kentañ 2025 ez eas da skipailh Alpine F1 evel blenier mirout a-raok kemer plas Jack Doohan.

Formulenn 4 ha Formulenn Rannvroel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Graet en deus e redadeg kentañ e 2018 gant Drivex evit fin koulzad kampionad Formulenn 4 Spagn ma c'hounezas e redadeg gentañ.[1] Sinañ a ra gant FA Drivex e Formulenn 4 Spagn evit 2019.[2] E fin ur c'houlzad ma c'hounezas muioc'h eget an hanter eus ar redadegoù e voe kurunennet Colapinto kampion Spagn Formulenn 4.[3] E 2020 ez eas da Kiwi Motorsport evit kemer perzh e Toyota Racing Series, kampionad rannvroel ar goañv F3 e Zeland-Nevez.[4]

An Arc'hantinad a yeas neuze e Formula Renault Eurocup gant MP Motorsport, e-kichen Hadrien David ha Kas Haverkort ; daou redadeg a c'hounezas ( Monza ha Spa-Francorchamps ) hag echuiñ a reas nav gwech war ar podiom, o tizhout an trede plas er c'hampionad gant 213,5 poent. E 2021 ez eas da gemer perzh e Kampionad Europa Rannvroel ar Formulenn, gant MP Motorsport c'hoazh, ma voe skipailh gant Kas Haverkort, hag ivez gant Oliver Goethe. Gant daou drec'h ha pevar podiom e oa echuet c'hwec'hvet er c'hampionad gant 140 poent.[5]

Embannet en deus Van Amersfoort Racing e dibenn 2021 e vefe Colapinto o kemer perzh gant Rafael Villagómez ha Reece Ushijima evit ar c'houlzad 2022.[6] Gounezet en deus neuze ar redadeg sprint en Imola.[7] En navvet plas emañ er c'hampionad gant 76 poent.[8]

D'an 9 a viz Genver e oa bet embannet gant MP Motorsport e krogfe ar c'houlzad 2023.[9] D'ar memes deiz e embannas an Arc'hantinad e oa o vont da skol-veur Williams Racing Driver Academy.[10] E tro Sakhir e lakaas an daouzekvet amzer buanañ er c'henstrivadegoù, ar pezh a roas dezhañ ar plas pole evit ar redadeg sprint a-drugarez d'ar rouedad en-dro. Eil e oa er redadeg sprint war-lerc'h Pepe Martí ; dekvet e voe neuze er redadeg bennañ.[11] Echuiñ a reas ar c'houlzad pevare er c'hampionad, gant 110 poent.[12]

E miz Here 2023 e kemero Colapinto plas Jehan Daruvala evit tro diwezhañ ar c'houlzad en Abu Dhabi.[13] Echuiñ a reas e naontekvet plas er redadeg sprint ha mont a reas war e leve e-pad ar redadeg bennañ abalamour d'ur gudenn mekanik.[14] Skipailh MP Motorsport a embannas neuze e vo anvet evit ar c'houlzad 2024 gant Dennis Hauger.[15] En Imola e c'hounezas e drec'h kentañ er redadeg sprint, o lakaat ivez an dro buanañ, hag an deiz war-lerc'h e echuas pempvet er redadeg bennañ.[16] Tapout a reas ivez daou eil plas e Barcelona hag er Red Bull Ring hag echuiñ a reas da navvet er c'hampionad gant 96 poent.

E 2024, adalek Priz Bras Italia, e kemero Colapinto plas Logan Sargeant evit ar peurrest eus ar c'houlzad 2024 e skipailh Williams F1.[17]Tapout a reas e boentoù kentañ e Priz Bras Azerbaidjan ha goude-se e Priz Bras ar Stadoù-Unanet hag echuiñ a reas e naontekvet er c'hampionad, gant pemp poent.[18]

D'an 9 a viz Genver 2025 e oa aet an Arc'hantinad e skipailh F1 Alpine evel blenier mirout.[19] D'ar 7 a viz Mae e oa bet embannet gant Alpine e oa bet anvet o kregiñ gant Priz Bras Emilia Romagna, evit pemp Priz Bras da nebeutañ, e-lec'h Jack Doohan.[20]

Bloavezh Skipailhoù Stern Prizioù Bras Plasoù pol Trec'hioù Podiomoù Poentoù Renkadur
2024 Williams Racing Williams FW46 9 0 0 0 5 19vet
2025 Alpine Alpine A525 3 0 0 0 0 21vet
  1. https://formulascout.com/scout-report-franco-colapinto/50133
  2. https://formulascout.com/franco-colapinto-alonso/49345
  3. https://bulletsportsmanagement.com/2019/11/11/bullet-athlete-franco-colapinto-wins-fia-spanish-f4/
  4. https://formulascout.com/franco-colapinto-trs/57613
  5. https://www.driverdb.com/drivers/franco-alejandro-colapinto
  6. https://web.archive.org/web/20250428131005/https://www.thecheckeredflag.co.uk/2022/02/franco-colapinto-completes-van-amersfoort-racings-lineup/
  7. https://www.fiaformula3.com/Latest/49vKmo0mKWWEySEtT2Ytq3/colapinto-nets-maiden-f3-win-with-last-lap-pass-at-imola
  8. https://www.fiaformula3.com/Standings/Driver?seasonId=179
  9. https://www.gpblog.com/de/general/olapinto-wechselt-zu-mp-motorsport-und-williams-driver-academy.html
  10. https://www.williamsf1.com/posts/4a325da4-5ed8-4db6-812f-a6921f86a0bb/franco-colapinto-williams-racing-driver-academy-announcement
  11. https://www.fiaformula3.com/Latest/yKI4owPdocUkvHT9XVZxD/sprint-race-marti-prevails-over-colapinto-to-claim-maiden-f3-win
  12. https://www.motorsport.com/fia-f3/standings/2023/
  13. https://www.fiaformula2.com/Latest/3xqA1gjmbZmVVZugWnvtPv/franco-colapinto-graduates-to-f2-with-mp-motorsport-for-yas-marina-finale
  14. https://www.williamsf1.com/posts/fac6cfdb-71ae-4b2a-8e5a-9773e71c1552/academy-report-trio-try-something-new
  15. https://www.fiaformula2.com/Latest/5c5bSFsCeyv3CRX8sZOx5Tcolapinto-privilege-to-make-early-f2-debut-with-progression-not-results-the
  16. https://www.gazzetta.it/Auto/19-05-2024/f2-feature-race-imola-viince-hadjar-podio-antonelli-risultati-classifica-tempi.shtml
  17. https://www.autohebdo.fr/actualites/f1/logan-sargeant-remercie-par-williams-et-remplace-par-franco-colapinto-pour-le-reste-de-la-saison.html
  18. https://www.formula1.com/en/results/2024/drivers
  19. https://fr.motorsport.com/f1/news/franco-colapinto-rejoint-alpine-menace-doohan/10687562/
  20. https://www.planetf1.com/news/franco-colapinto-confirmed-at-alpine-2025-emilia-romagna-gp-jack-doohan-replaced