Limes
| Iskevrennad eus | cordon, Roman military frontiers and fortifications, defense line, military road |
|---|---|
| Rann eus | borders of the Roman Empire, Henroma |
| Stad | Impalaeriezh roman ar Reter, Impalaeriezh roman ar C'hornôg, Henroma |
| Lec'hiadur | Europa ar Reter, Afrika an Norzh, Europa ar C'hornaoueg, Azia ar Mervent |
| Daveennoù douaroniel | 49°6′9″N 10°34′42″E |
| Deiziad kregiñ | 752 BCE |
| Deiziad echuiñ | 476 |
| Prantad | Impalaeriezh roman |



Ar ger latin līmes (liester līmitēs) zo ur ger roet gant an istorourien d'an difennoù savet a-hed bevennoù an Impalaeriezh roman. Meur a ster a c'hall bezañ gant ar ger :
- harz, bevenn, e stumm ur voger, evel ma oa Moger Vras Sina[1]
- hent, n'eus forzh pehini e vefe, da lavaret eo an hent etrezek broioù nevez-aloubet (pe da aloubiñ), evel al Limes germanicus, a-hed ar stêr Lippe.
Evit an dachenn vilourel e oa bet kroget da implij ar ger adal an IIIe kantved goude Jezuz-Krist evit ober anv eus un distrig milourel renet gant un dux limitis.
Limes hiziv-an-deiz a vez implijet evit ober anv eus harzoù-kreñv Henroma ha bevennoù proviñsoù an Impalaeriezh roman. En gwirionez ne voe implijet biskoazh ar ger Limes gant ar Romaned gant ar ster-se evit komz eus an harzoù, pe e vijent reoù kreñvaet pe get.
Evit lod eus an istorourien arbennikaet, al limes a oa anvet Munimentum Traiani en gwirionez, mogerioù difenn Trajan, hervez un arroudenn gant Ammianus Marcellinus a embanne e oa bet adimplijet ar mogerioù-kreñv-se e-pad ren an impalaer Juluan II e 360 GJK.