Pistolenn

Ur bistolenn, pe pistolodenn, zo un arm-dorn a vez atav linennet e gambr gant e ganol (evit se eo disheñvel diouzh ur revolver). Orinoù ar pistolennoù a zo er XVvet kantved, pa voe produet ar c'hentañ armoù-dorn en Europa. Ar pistolennoù implijetañ hiziv-an-deiz eo ar re damaotomatek dezhe ur c'hanol hepken, met betek an XIXvet kantved e oa un-tenn ar braz eus ar pistolennoù. Lod a oa meur a ganol dezhe, evel ar pebroueroù.
Etimologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pistolenn a zo deveret a-ziwar ar ger gallek pistolet (e-tro 1550). Meneget eo ar ger e brezhoneg er Sacré Collège de Jésus savet gant an Tad Maner e 1659[1].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar roud kentañ eus armoù-tan bihan a-awalc'h evit bezañ implijet gant un dorn hepken zo un urzhiad 500 arm, bihanoc'h evit ur rahouenn (war-dro 20 cm neuze), gant kêr Perugia, en Italia a-vremañ, er XIVvet kantved. Ur sistem entanañ heñvel ouzh ar c'houlerinennoù a oa gante, da lavaret eo un toullig er c'hanol ma veze ensoc'het un dra domm-ruz (un orjalenn tommet da skouer) evit lakaat ar poultr da darzhañ. Diaes e oa kouskoude enaouiñ ar poultr ha bukañ war un dro[2].

1. Beg ar c'hanol - 2. Riklerez - 3. Kanol - 4. Kalonenn ar c'hanol - 5. Kulasenn - 6. Skoer - 7. Morzhol - 8. Pluenn - 9. Gwinterell ar morzhol - 10. Ibil ar winterell-daspunerez - 11. Gwinterell-daspunerez - 12. Draen - 13. Gwinterell ar c'harger
Donedigezh ar platinennoù-mechenn e kreiz ar XVvet kantved a aotreas krouidigezh armoù-dorn gwir, aesoc'h da vukañ gante. An doareoù gwikefreoù all, evel ar platinennoù-kailhastr hag ar platinennoù-skeiñ, implijet betek trede kard an XIXvet kantved, a aesae dornata ar pistolennoù, met ne aotreent ket an tennata, evel ar revolverioù deuet war-wel er c'hantved-se, enne un daboulin meur a gambr dezhi[2].
Pistolennoù modern
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div ijinadenn eus dibenn an XIXvet kantved a lakaas an traoù da cheñch : ar c'hartouchennoù metalek modern hag ar poultr divoged. A-drugarez dezhe e voe krouet ar pistolennoù damaotomatek. An hini kentañ anezhe, ar Schönberger-Laumann, a voe ijinet en Aostria e 1892. Luziet e oa he gwikefre, ha nebeutoc'h evit un 30 skouerenn bennak a voe produet hepken[3].
Daou arm-dorn damaotomatek alaman, ar Borchardt C93 (1893) hag ar Mauser C96 (1896), a reas muioc'h a verzh. Gwelet e vezont evel ar pistolennoù modern kentañ. Ar Browning M1900, ijinet gant John M. Browning ha produet gant an FN Herstal e Belgia, zo ar bistolenn gentañ dezhi ur riklerez[3].
Gwellaat a reas tamm-ha-tamm perzhioù ar pistolennoù damaotomatek etre an daou vrezel-bed. Er bloavezhioù 1970 ha 1980 e erruas war ar marc'had pistolennoù lesanvet Wonder Nine, kambret e 9 mm Parabellum hag uhel endalc'h o c'hargerioù, evel ar CZ 75, ar Glock 17, ar SIG Sauer P226 hag ar Beretta 92. Ar braz eus ar pistolennoù modern, ne vern o c'halibr, zo dezhe ur sistem tennata dre argil.
Kalibroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An 9 mm Parabellum eo ar c'halibr munisionoù implijetañ er pistolennoù a-vremañ e kalz broioù er bed. E broioù zo, evit abegoù istorel, e kaver kartouchennoù all, evel ar .45 ACP hag an .40 S&W (er Stadoù-Unanet) pe an 9 mm Makarov (er broioù bet soviedel). Ar 6,35 mm Browning (anvet .25 ACP ivez) hag ar 7,65 mm Browning (.32 ACP) zo bet poblek-tre en XXvet kantved, met rouez eo kavout pistolennoù modern kambret evite. An .22 Long Rifle, ar munision gwerzhetañ er bed, a vez implijet kalz er pistolennoù er sportoù tennañ pe evit ar plinking.
Pistolennoù brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ur Colt M1911
- Ur Walther P38
- Ur Beretta 92
- Ur Glock 17 trede remziad
- Luger P08 (1898,
Impalaeriezh alaman) - Colt M1911 (1911,
Stadoù-Unanet Amerika) - Walther PP (1929,
Alamagn) - SIG P210 (1945,
Suis) - MAC 50 (1950,
Frañs) - CZ 75 (1975,
Tchekoslovakia) - Beretta 92 (1976,
Italia) - Glock 17 (1980,
Aostria) - Desert Eagle (1982,
Israel ha
Stadoù-Unanet Amerika)
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Joseph E. Smith, The book of pistols and revolvers, Castle Books, 816 p., 1946 (embannadur kentañ)
- (fr) HARTINK A. E., L'encyclopédie des pistolets et revolvers, Maxi-Livres, 2004, ISBN 2-7434-4777-X, 271 p.
- (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, ISBN 978-2035979650, 320 p.
- (br) Rann an Ordrenañs, USA, Deskrivadur ar bistolenn M1911, Ar Granenn, 2022
- (fr) Chris McNAB, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, ISBN 979-1029509872, 304 p.
- (fr) LAMOTHE Arnaud, Guide pratique des armes à feu, 2025, ISBN 979-10-415-6214-5, 346 p.