Sec'hed

Ar c'hoant da evañ eo ar sec'hed. An arouez eus un diouer a zour er c'horf eo ar santadur-mañ ha lakaat a ra al loened da evañ. Un argerzh diazez a gempouezadur neuroendokrinian eo evit kempouezañ al liñvennoù er c'horf[1] ha c'hoari ur roll a ra en emzalc'h evañ, dindan renerezh an hipotalamus. Dont a ra ar sec'hed eus un diouer a zour pe eus ur c'hresk eus osmolitoù zo, evel ar sodiom . Ma tiskenn kementad dour ar c'horf dindan ur vevenn resis pe ma teu ar c'hementad osmolitoù da vezañ re uhel, e vez santet gant ul lodenn eus an empenn ar c'hemmoù en elfennoù a ya d'ober ar gwad hag e laka ar sec'hed da greskiñ[2].
An dishidratadur a-hed an amzer a c'hell degas kleñvedoù a-bouez ha kronikel, met peurliesañ e vez liammet ouzh kleñvedoù eus al lounezh hag kudennoù neuronologek[1]. Ar sec'hed re vras, anvet polidipsia, asambles gant ar fed da droazhañ betek re, anvet poliuria, a c'hell bezañ un arouez eus kleñved ar sukr.
Bez' ez eus reseverien ha reizhiadoù all er c'horf hag a ro da c'hoût d'ar c'horf pa vez un digresk e kementad liñvennoù ar c'horf pe ur c'hresk er c'hementad osmolitoù[1] [2]. Lod anezhe a laka kemm etre ar "sec'hed e diavaez ar c'helloù" diouzh ar "sec'hed e diabarzh ar c'helloù". Ar c'hentañ a zeu eus digresk ar c'hementad liñvennoù er c'horf e-skoaz e teu an eil eus kresk ar c'hementad osmolit er c'horf[2].
Mont a ra an dour d'ober 75 % eus pouez ar c'horf evit ar vabiged, met da 50 % evit ar gozhidi :
- Gant ar vugale e teu ar santadur sec'hed goude koll 3 % eus ar c'hementad dour er c'horf.
- Gant an dud deuet e teu ar sec'hed p'o dez kollet eus 3 da 5 % eus kementad dour o c'horf.
- Gant an dud war an oad en tu all da 70 vloaz e tiwan ar sec'hed p'o devez kollet eus 5 da 7 % eus kementad dour o c'horf.
Dont a ra ar santadur sec'hed abred-kenañ, kalz a-raok na greskfe an osmolalitez en tu all d'ar bevennoù reizh : ur reizhad gwareziñ eo. Diezhomm eo eta evañ a-raok kaout sec'hed rak riskloù dreisthidritadur zo. Degas a ra an hiponatremiezh hag ar marv memes en degouezhioù gwashañ. Koulskoude e alier an dud war an oad, dre ma teu o santadur sec'hed en tu all d'ur vevenn uheloc'h, diwezhatoc'h eta, da evañ ur banne dour ingal e-pad an deiz, dreist-holl pa vez tomm-gor an amzer.
Merzhout ar c'hemmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pouezus-kenañ eo evit an organegoù bezañ gouest da viret o liveoù dourennoù e-barzh bevennoù strizh-kenañ. Ar pal eo mirout an dourenn etre ar c'helligoù hag an dourenn e-diabarzh ar c'helligoù er memes live paotder. Pa vez ar memes liveoù elfennoù teuzet en dourenn en eil tu hag egile eus kroc'henenn ar c'helligoù, e doare ma vez null ar red dourennoù naet, e komzer eus ur stad izotonek. Pa vez muioc'h a elfenoù teuzet (pe nebeutoc'h a zour) en dourenn etre ar c'helligoù evit en dourenn e diabarzh ar c'helligoù e vo sachet dour er-maez eus ar c'helligoù. Anv e vez neuze eus ur stad hipertonek ha ma kuita dour a-walc'h ar c'helligoù ne c'hellint ket seveniñ argerzhoù kimiek diazez. Neuze e teuio sec'hed d'ar c'horf evit respont d'ar goulenn dour er c'hellig. Ur wezh evet dour gant al loen e teu an dourenn etre ar c'helligoù da vezañ bihanoc'h paotder an elfennoù teuzet enni (muioc'h a zour zo) evit el liñvenn e diabarzh ar c'helligoù ha euvriñ dour a raio ar c'helligoù pa glaskint kempouezañ ar c'hementadoù. Hipotonek eo anv ar stad-se ha dañjerus e c'hell bezañ abalamour ma c'hall lakaat ar c'helligoù da greskiñ betek tarzhañ. Un hollad reseverien karget eus ar sec'hed a ro da c'hoût pa cheñch ar c'hementad dour etre ar c'helligoù. An hollad reseverien all a ro titouroù diwar-benn ar c'hementad gwad zo[2].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Bougnères, P., & Chanson, P. (2001). Sécrétion inappropriée d’hormone anti-diurétique: traitement au long cours par l’antagoniste du récepteur de la vasopressine, conivaptan, par l’urée ou par le furosémide. Médecine thérapeutique/Endocrinologie, 3(4)
- (en) Kaufman S & Peters G (1980). Regulatory drinking in the pigeon Columba livia. American Journal of Physiology-Regulatory, Integrative and Comparative Physiology, 239(3), R219-R225 (résumé).
- (fr) Peters, G. (1980) Mécanismes de réglage de l'ingestion d'eau [physiologie animale, soif]. Journal de Physiologie, 75.
- (fr) Naeini, R. S., Ciura, S., & Bourque, C. W. (2006). TRPV, des canaux qui vous donnent soif!. médecine/sciences, 22(12), 1035-1037.
- (fr) Wettendorff, H. (1901). Modifications du sang sous l'influence de la privation d'eau: contribution a l'étude de la soif.
- (fr) Thornton S.N (2013) Physiologie de la soif. Médecine & nutrition, 49(1), 15-20.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 3 (2015-08-19) "Determinants of water and sodium intake and output". Nutrition Reviews 73 (suppl 2): 73–82. DOI:10.1093/nutrit/nuv033. ISSN 0029-6643 Fazi arroud : Balizenn
<ref>faziek; anv "stan$ spisaet meur a wech gant danvez disheñvel - 1 2 3 4 (2019-03-14) "From sensory circumventricular organs to cerebral cortex: Neural pathways controlling thirst and hunger". Journal of Neuroendocrinology 31 (3). DOI:10.1111/jne.12689. ISSN 0953-8194 Fazi arroud : Balizenn
<ref>faziek; anv "mckinley$ spisaet meur a wech gant danvez disheñvel