Mont d’an endalc’had

Banana split

Eus Wikipedia
Banana split
Image
Iskevrennad eusice cream-based dessert, banana dish Kemmañ
Deiziad krouiñ1904 Kemmañ
Anv er yezh orinBanana split Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Coursedibenn-pred Kemmañ

Ar banana split ("bananezenn faoutet") a zo un dibenn-pred aozet gant ur vananezenn troc'het a-hed, teir boul dienn-skorn lakaet er faout anezhi, pallennet gant chokolad tomm war deuz, ha dienn Chantilly. En e zoare klasel e vez ar bouloù dienn-skorn dre chokolad, vanilha ha sivi. E Stadoù-Unanet Amerika, lec'h ma voe krouet ar banana split er bloavezhioù 1900, e vez ouzhpennet kerez dre varaskin, hag a-wechoù kraoñ pilet[1]. Servijet e vez en ur plad bihan hir anvet boat ("bag").

Hervez kalz istorourien e vefe bet krouet ar banana split e 1904 gant David Strickler, ur studier 23 bloaz a laboure e ti an apotiker Tassel e Latrobe e Pennsylvania. Awenet e oa bet gant ar sundae, un dibenn-pred stadunanat all.

Meur a zoare a zo da brientiñ ur banana split, ha cheñch a c'haller blaz an dienn-skorn, lakaat karamel pe siros skav-gwrac'h e-lec'h chokolad tomm, alamandez skejet ha grilhet e lec'h kraoñ, lakaat tammoù frouezh ouzhpenn, da skouer.

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sonet e voe ar ganaouenn Banana Split for My Baby gant Louis Prima[2] e Casbar Lounge ar Sahara Hotel e Las Vegas e 1956.[3].

  1. (en) All-American Banana Split Recipe e Taste of Home
  2. (en) Banana Split For My Baby, Louis Prima, 1956
  3. (en) Michael Turback : A Month of Sundaes, New York : Red Rock Press, 2006 (ISBN 978-0-9669573-8-9).