Mont d’an endalc’had

XIIIvet kantved

Eus Wikipedia
12011202120312041205 12061207120812091210
12111212121312141215 12161217121812191220
12211222122312241225 12261227122812291230
12311232123312341235 12361237123812391240
12411242124312441245 12461247124812491250
12511252125312541255 12561257125812591260
12611262126312641265 12661267126812691270
12711272127312741275 12761277127812791280
12811282128312841285 12861287128812891290
12911292129312941295 12961297129812991300

D'ar 1 Genver 1201 e krog an XIIIvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1300.

Image
Dindan ren Genghis Khan eo bet krouet gant ar Vongoled an impalaeriezh vrasañ bet savet biskoazh. Mistri int bet war an darn vrasañ eus Azia. Dont a rejont a-benn da vezañ trec'h evit un darn vat abalamour d'o gwaregerien war varc'h
  • En em staliañ a ra ar chorfa Alawit (diskennidi Ali, mab-kaer Muhammad), en oaziz Tafilalet e su Maroko.
  • Astenn a ra rouantelezh Kanem (Tchad) he beli betek Fezzan.
  • E Dahomey, war-dro an XIIvet hag an XIIIvet kantved e vev Adjaed war glanoù ar Mono, etre Tado hag Athieme. Diwezhatoc'h, e tilec'h ul lodenn eus ar meuriad-se war un tiriad nes evit diazezañ kêr Allada (Ardra pe Ardes). Goude un drailh evit ar galloud e vez krouet gant lod eus Adjaed Allada ur meuriad all e trowardroioù Abomey. Nebeut goude e vez dilezet Allada gant ur bagad Adjaed all evit krouiñ rouantelezh Djakin (pe Porto-Novo) war an aod
  • Islamekaet e vez an Haousaed gant enbroidi deuet eus Mali.
  • Kregiñ a ra pastored tutsi d'en em staliañ e reter Rwanda, e-tro an XIIIvet pe ar XIVvet kantved, el lec'h m'emañ diazezet c'hoazh labourerien-douar hutu ha chaseourien pigme Toua. E-kerzh ar c'hantvedoù da-heul e teujont a-benn d'ober o renkoù e-keñver an Hutued en ur feurmiñ dezho darn eus o chatal gant doareoù a lakaio an Hutued da dreiñ da served.
  • Bog kontouer pers Kiloa hag inizi Komorez
  • En em staliañ a ra pobladoù bantou en Angola a-vremañ. Dilec'hiañ a reont, evit darn, ar pobloù engenidik khoisa.
  • Derc'hel a ra Indoneziz niverus d'en em staliañ war aod reter Madagaskar betek an XIIIvet kantved. Diouzh tu aod ar c'hornôg e kendalc'h ivez treuztiriadegoù an Afrikaned en hevelep doare. Gwelet Istor pobladur Madagaskar
  • En he barr emañ sevenadur an Anasazied, deuet eus an norzh en hollad Pueblo ar c'hornôg (1200-1400). Savet e vez mogerioù pri uhel evit difenn ar c'hêriadennoù diouzh ar breizherien a bep seurt, marteze meuriadoù kantreerien Apach.

Arz & sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Armerzh & kevredigezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 60 milion a dud en Europa.
  • E-tro 1200, ez a an darn vrasañ eus ar gouerien d'ober served e Frañs. E-kerzh an XIIIvet eo rediet ar vistri da zistardañ o c'habestr war an dud abalamour da ziorroidigezh an armerzh. Roet e vez o frankiz d'an dud a-unanoù pe a-stroll. Ne sell mui ar servelezh nemet ouzh ar re baourañ-tout.
  • Savet e vez ar c'hêriadennoù kentañ er c'hoadoù (ar Waldhufendorf) e kornioù an Alpoù adal 1200. En em ledañ a reont a-hed un hent gant parkerier a-skouer gantañ. Savet e vezont gant served kouerien a vez kinniget dezho doareoù emsavoc'h gant kartaoù trevadenniñ.
  • E Bohemia eo merket ar c'hantved gant ur c'hresk bras war an niver a dud. Kreizennet betek-neuze e diazad an Elba (Polabí), strujus-tre evit al labour-douar, e krog an dud da zifraostañ an takadoù meneziek a-zevri. Kaset e vez an difraostañ da benn gant trevadennerien alaman dreist-holl deuet eus Thüringen, Souabia, Saks pe Aostria. Krouet e vez kêriadennoù dre gevratoù skrivet etre an aotrounez hag an drevadennerien. Gwarantet e vez dezho ar gwir hêrezh war an douaroù. Renet gant an trevadenner pinvidikañ (rychter pe šule), e kasont war-raok er plaenennoù ar Stuziañ trivloaziek implijet gant ar C'hermaned; labour ar mengleuzioù a chom ar binvidigezh vrasañ koulskoude.
  • War-ziorren ez a ar c'hêrioù e Polonia ivez gant staliadur marc'hadourien alaman e Krakovia, Wrocław, Poznań, Gdańsk, hag all. Degas a reont ganto ar gwir alaman a orin eus Magdebourg ha mont a reont d'ober ar vrientinelezh tra ma chom mestr Poloniz war an artizanelezh hag ar servijoù. Dont a ra a-benn ar c'heodedoù-se da gaout gwirioù dreistordinal : gallout a reont dilenn ur maer ha n'int dalc'het na gant an tailhoù na gant rediennoù milourel. Kenwerzh bras zo a-hed ar Vistul a ya drezi ar varc'hadourezh hungarat (gwin, kouevr) betek Gdańsk, a ezporzh d'he zro ed Polonia. Cheñchamant zo e tres ar c'hêrioù : diwar wel ez a ar c'hcastrum hag ar suburbium hag en em zispakañ a ra plasenn ar marc'had hedet gant ostel an ti-kêr.
  • Kerkent hag e deroù ar c'hantved e vez dalc'het foar Skanör (Skania) d'ar c’houlz ma tremen an harinked eus an eil mor d'egile. Marc'hadourien Lübeck a zegas hag a werzh holen Lunebourg evit mirout ar pesked a vez ezporzhiet etrezek broioù ar su. Fonnus e kaver marc'hadourien alaman d'o zro da gentañ ivez, heuliet war-lerc'h gant ar Saozon ha Nederlandiz a grog da dremen hebiou da veg Skagen (Umlandsfahrer, "cirumnavigatores") adal kreiz ar c'hantved. Ouzhpenn an harinked hag an holen e ves eskemmet produioù all er foar : holen, houarn Stockholm, bier Lübeck, traezoù pakañ, kerdin, tonelloù, gwiadoù an Izelvroioù ha produioù oberiet all.
  • Kroget kerkent hag en eil hanterenn an Patrom:XIIvet kantvet e kendalc'h ur renkad Brientinien d'en em stummañ en holl veuriadoù mongol ar stepennoù a-hed ar c'hantved. An noïned a vez graet anezho ha lakaet e vez dezho anvioù diforc'h evel ba gatour (hael, kalonek), böki (kreñv, galloudek), bilgaï (fur), setchen (gouiziek), merguen (gwareger peurvat). Brezeliañ a ra ar meuriadoù kenetrezo dizehan ha war gresk ez a galloud armerzhel Pennoù ar c'hlanoù trec'h. Muioc'h-mui a sklaved o deus hag ec'honoc'h eo o feurvanoù. Ar re drec'het, an ounagan bogol, a ra war-dro chatal ar meuriadoù e penn ha dispenn a reont roudoù ar jiboez e-pad an abadennoù chase aozet da live ar vro. Dont a ra an nuker, anezho izili koskor ar C'han, da vezañ nerzh armet mac'homerezh ar muianiver.
  • Merkañ a ra an tremen eus perc'henniezh stroll ar chatal hag ar peurvanoù gant ar c'hlanoù (kuren) da berc'henniezh prevez ar familhoù (aïl) penn-kentañ ar feodadelezh kantreat. Sujet eo ar vesaerien frank gant o aotrou, perc'henned (edjen) an domani hag ar peurvanoù (noutoug). Chom a ra diazezet armerzh an aïl war an emvastañ met ne vir ket ouzh an trok gant ar pobloù annezet amezek da vont war-raok (eskemmet e vez chatal ouzh produioù oberiet).

Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]